renabliñ tachennoù gleb, dizemglev gant labourerien-douar
E Plouared zo jeu war-dro d'an douaroù gleb. Un toullad devezhioù zo 'oa bet paket fall teknisianed ar gumuniezh kumunioù e karg da renabliñ anê, gant peizanted arru faezh o welet o douaroù o tremen da dachennoù gleb en-ofisiel hep goût dê petra a c'hellfent ober dionte. Ur redi eo renabliñ an douaroù gleb, met evit al labourerien-douar e lam douaroù digante. Deus an tu all, labourerien douar confederation paysanne 'oa savet da reiñ o mouezh da glevet penaos ne oant ket ali gant ar mod 'oa bet graet gant darn, ha da difenn ar soñj a vefe diwallet an douaroù gleb evel tachennoù a vez da wareziñ. Christian Fustec eo maer Plouared, muioc'h a displegadennoù gantañ.