Setu an distro evit ar c'hentelioù noz da zeskin brezhoneg
Setu an distro evit ar c'hentelioù noz da zeskin brezhoneg.
E bro an Oriant e c'heller deskin ar yezh e meur a lec'h a-drugarez d'ar c'hevredigezhoù a labour a-hed ar bloaz war an dachenn. E mesk gant an dud a glask deskin ez eus kerent bugale skoliataet e brezhoneg, tud war o leve pe tud o deus c'hoant da gregin evit mont pelloc'h goude gant ur stummadur hir. Ar re yaouank eo hag a fell da Ofis publik ar brezhoneg tizhout, just-walc'h dre ur c'hampagn bruderezh fentus savet ar bloaz-man c'hoazh. Pelloc'h gant Annaig Lukas, perzh e Emglev bro an Oriant a ra ar labour kehentin evit kevredigezhou bro an Oriant. Setu ur pennad gant Yaelle ar Mouel.