Savet eo Nuit Debout en-dro
Disadorn eo savet Nuit Debout adarre e pep korn a Frans. Al luskad manifestadegoù er c'hêrioù a oa kroget e fin miz Meurzh, goude ur vanifestadeg enep d'al lezenn war al labour. Ul luskad sokial eo neuze Nuit Debout krouet 'benn sevel "kaozioù da stourm". E penn ar c'hlemm e oa al lezenn war al labour, met kresket eo ar gaoz war ar bolitikerezh hag ar sistem ekonomikel. Selaouomp Soaz Jolived a zo perzh e Nuit Debout e Kemper. Eman ouzh mikro Katell Uguen.