Muioc'h a vrezhoneg àr ar skrammoù get ar C'hom2.
Dimeurzh e oa bodet e Douarnenez un toullad sevenerien, skignerien hag aktourien deus bed ar c'hleweled e brezhoneg. Kement-mañ evit eskemm diwar-benn ar « c'hom daou », dav kompren e galleg : contrat d'objectifs et de moyens. Ur c'hrevrad eo ar « c'hom », a vez sinet gant ar rannvro deus un tu, ha deus un tu all skignerien teleoù : Frañs 3, an teleoù lec'hel ha Brezhoweb. Bodet int evit kenproduiñ en ur mod ledan filmoù, teulfilmoù, pe c'hoazh abadennoù e brezhoneg. Un digarez eo ar « c'hom » da vont pelloc'h gant ar brezhoneg en un reiñ an tu da broduiñ muioc'h ha da sachañ an dud war-zu ar c'heleier. Selaouomp hiroc'h gant Corinne ar Mero deus Brezhoweb. Respontet he deus da Gatell Uguen.