Turkia : enep ar muntroù a enor.
Nebahat Akkoç a stourm e Turkia enep d'ar muntroù graet e anv an enor. E Turkia hag er C'hrudistan e klask-hi gant he c'hevredigezh gwareziñ ar maouezed kondaonet d'ar marv gant o familh. Ar muntroù a vez anvet vel « graet e anv an enor » a zo un hengoun mantrus e Turkia. Kondaonet e vez ar maouezed ma ne reont ket gant normoù ar familh. Ar re vez re gurius da skouer, pe ar re o deus bet istorioù gant paotred all eget o gwaz. Evit sikour ar maouezed-se e stourm Nebahat Akkoç, deuet da gas ur brezegenn e gouel ar filmoù e Douarnenez. He soñj he deus roet war ar gwall-daolioù a zo bet e Turkia nevez 'zo. Morgane Bramoullé deus Radio Kerne he deus dastumet he c'haoz.