Deomp "Da heul Pako" e Ploneour !
Gant ar c'hevredad kevredigezhioù KLT e vez aozet stajoù evit ar re yaouank, dezho d'ober gant ar brezhoneg e diavaez ar skol ha da zizoloiñ endroioù dishenvel. E Ploneour er vro Vigoudenn e vez aozet bep bloaz ar c'hamp « Da heul Pako » evit ar re yaouankan. E kichenn chapel Lanwern eo staliet ar vugale, en un ti-feurm lec'h ma ra ar vugale war-dro al loened. Hiroc'h da glevet gant Gaedig ar Rouz, renerez ar c'hamp. Eman ouzh mikro Katell Uguen.