25 000 a vanifestourien 'ba Kernitron al Lann
Disadorn ha Disul 'oa bodet an enebourien d'an aerborzh e Kernitron al Lann, evit ar 16vet gwezh ma oa deus boadeg an hañv, aozet gant an ACIPA, kevredigezh pennañ ar stourm 'enep d'an aerborzh. Ur 25 000 a dud zo bet. An tem dibabet evit ar bloaz, war-lerc'h ar votadeg bet 15tez zo, 'oa « hadañ demokratelezh ». Ur bern kaozeadegoù, war-dro d'ar stourmoù niverus, kaset a-bep tu e Frañs. Hag ur souezhadenn deus tu ar fest, pa zo bet ur c'hoñsertig war ar prim gant Hugues Aufray, bet o souten. Selaouomp tud a oa o kemer perzh er vodadeg, o reiñ deomp o soñj war ar referandom bet en Liger atlantel war ar raktres aerborzh. Gant Tudual Karluer.