Devet an iliz e Tremel.
E Tremael, 'tal kichen Plistin, e bro Dreger, 'oa bet devet an iliz d'an 21 a viz Even.
Skoet an dud er vro gant an degouezh. Pulluc'het-naet eo bet, bremañ eo ret ober ar c'hontoù, ha klask kempenn. N'eo ket achu an enklask da c'hoût penaos 'oa peget an tan, met kazi sur zo bet deus un aksidant tredan.
Thérèse Bourhiz zo maerez e Tremael, un tamm tro d'an iliz ganti. Gant Tugdual Karluer.