Breizh 'vo 'ba Kampionad ar bed melldroad gouezeleg e Dulenn!
'Benn miz Eost e kemero skipailhad Breizh mell-droad gouezeleg perzh er World Games pe kampionad ar bed e Dulen. Ar wezh ketañ evit ar vretoned. Evit bout prest da zhiwenn o livioù enep ar broioù arall o doa oazet un dibenn-sihun pleustriñ en Ardewen. Ur c'hrogad a zo bet disadorn enep skipailhad Bro C'hall, ha kollet get ar vreizhiz 60 da 11. Dec'h o doa an daou skipailhad pleustret assambl c'hoazh. Tangi an Hostiz, gourdoner skipailhad Breizh en deus displeget hiroc'h da Yaelle ar Mouel.
Etre ar 7 hag ar 14 a viz eost e vo ar Wolrd Games e Dulen.