60 vloaz eo bagad Bleizi Kamorzh
Lidet e vo an darvoud adalek fenoz ha warc'hoazh 'ba Kamorh. Warlene en doa ar strollad echuet e penn kentañ an trede rummad, setu gounidet o lec'h en eilvet rummad 'vit ar bloavezh mañ. Met ne gemerint perzh 'ba konkours erbet ar blez-mañ. Dibabet 'neunt labourat start evit sevel ar fest-se hag enrollañ ur bladenn hag a zo deuet er-maez nevez 'zo.
Gwenaelle Le Double a zo talabarderez 'bar bagad. Hiroc'h e tisplega deomp. Douzh mikro Yaelle ar Mouel.