Kenstrivadeg bedel ar serigrafi war grampouezh 'ba Douarn!
'Benn warc'hoazh 'vo dalc'het un gouel ispisial e Pouldregad e kichen Douarnenez : kenstrivadeg bedel ar serigrafi war grampouezh. Un toullad arzourien deus Frañs he deus Hongri zoken a zo 'n em gavet e skol-gozh Sant Anton en-dro d'ar gevredigezh Genou Vrillé. Warlene 'oa bet lañset ar raktres-mañ, da lakaat an arzourien da labourat war un arouez deus Breizh : ar c'hrampouezh. A-drugarez da broduerien ar vro ha d'ur skoazell arc'hantaouiñ a-stroll e vo kinniget neuze tresadennoù war grampouezh ha votet e vo da zibab an oberenn wellañ ha lipousañ. Digor eo d'an holl ha pep hini a c'hello reiñ ur gwenneg bennak. Deomp da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar serigrafiezh war grampouezh gant Guiguitte, ur plac'h deus ar vro, arbennigourez war ar fardañ krampouezh. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.