Euro 2016: Bro-Gembre c'hoario eus Bro-Veljia da geñver 1/4 Final!!!
Bremaik da 9e 'vo dalc'het ar c'hrogad kard final Euro Foot etre Bro-Gembre ha Bro-Velijia war dachenn Pierre-Mauroy 'ba Lille. Un darvoud spontus 'vit ur vro vihan 'giz Bro-Gembre hag evit ar skipailh mañ hag e c'hoarier gwellañ Gareth Bale a gas an troc'h. Abaoe ar bloavezh 1958, 'pa 'oa aozet Kib ar Bed 'ba Sued, 'oa ket bet gwelet Kembre o kemer perzh 'ba un tourmanant melldroad ken a-bouez. Birvilh 'degas disoc'hoù skipialh Kembre 'ba Kembre evel just met amañ 'ba Breizh ivez. Da gentañ int lojet 'ba Dinarzh 'vit pleustriñ etre div c'hoariadenn, hag eil tra, supporterien 'zo amann 'bar vro, 'giz Yann Jestin 'zo pdt kevredigezh kevelaj Lesneven-Kerverzine. Tost holl vatchoù kampionad europa melldroad 'neus gwelet 'vit poent met da gentañ 'neus sellet ouzh krogadoù Kembre.. Gant Erwan Blanchard.