An Olimpiadennoù 'zo aozet 'ba Douarnenez ivez!
A-hed ar bloavezhioù skol e vez bev-mat ar gevredigezh Div Yezh Douarnenez. Kerent youlek hag a ra o seizh gwellañ evit rastellañ arc'hant ha kinnig oberiantizoù d'ar vugale war o amzer skol. Evit arc'hantaouiñ troioù er sinema, gweladennoù pe c'hoazh levrioù e brezhoneg e klask ar gevredigezh doareoù liesseurt da reiñ plijadur d'ar vrezhonegerien yaouank. Evit klozañ gant ar bloavezh-skol 'vo aozet « olimpiadennoù » 'benn disul e park ar Plomarc'h. Ur gouel digor d'an holl, brezhonegerien pe get eme Katell Le Neures, ken brezidantez Div Yezh Douarnenez. Selaouomp anezhi ouzh mikro Katell Uguen.