Keleier 5:30 noz
@@@"An dour: ur binvidigezh en danjer".@@@
Setu an tem 'vo displeget 'benn dilun kentañ 'kerzh ar prezegennoù 'vo kinniget da geñver ar gouel "Ar marc'had war an dour". Ur marc'had 'zo aozet àr-vord lenn an Drenneg 'ba Sizun. evit ar pempzekvet blez. Selaouomp doh Gaelle Roze, ezelez ar gevredigezh Bro an Are 'zo penn ar gouel.
Doh mikro Erwan Blanchard
@@@Ur c'honkour evit anavout ar plantaj.@@@
Evit ar seizhvet gwezh e oa savet get liseoù micherel ha cfa-où Breizh ar c'henstrivadeg-mañ evit an dud yaouank a zeska mecherioù liammet get ar plantaj, ar liorzhoù, ar bokedoù pe kempenn ar maezoù. Pemzek kreizenn pe lise a geunnig ar stummadurioù-mañ e Breizh. E lise ha cfa Talhouet en Henbont oa degemeret ar c'honkours anavoudegezh-mañ dimerc'her paset. Ur feson da briziañ ar labour graet a-hed ar blezad. Selaouamp doh Gwenola Petitbon, sekretourez eno.
Amañ