Votadeg NDDL : Kendalc'h a ra ar stourm evit an enebourion.
Ya evit ma vo kaset an aerborzh a Naned da Gernitron ar Lann.
Setu disoc'h ar votadeg a oa bet dec'h e Liger-Atlantel. Votet eo bet get un dregant ha hanterkant ag ag an annezidi en departamant. Pemp dregant ha hantekant anezhe deus votet evit ma vo kaset aerborzh Nantes Atlantique da Gernitron ar Lann. Hrevez an enebourion d'ar raktres ne oa ket ar goulenn savet mat ha dreist-holl e vehe bet ret goulenn soñj an dud en ur feson ledanoc'h evit annezeidi ar liger atlantel hepken. Evite e kendalc'ho ar stourm a-dra-sur. Selaouamp doc'h soñj Yann-Fanch Kerneis, ezel ag ar strollad "Europa Ekologiezh - Ar re C'hlas" ha dilennad e Plouzane hag e meur-gêr Brest.