Breizh-veur : 51,9 % evit ar Brexit
51,9% ag ar vreizh-veuridi deus votet evit lakaat Rouantelezh-Unaned da guitaat Unanviezh Europa. Ar mitin mañ 'oa embannet an disoc'hoù. hag ur pezh krenn-douar eo ar c'heloù mañ 'ba Europa a-bezh. Un diviz kreñv n'a ket d'an holl dud 'zo é chom en tu all ag ar Channel. Selaouomp Gwawr Davalan, 'zo é chom 'ba Bro-Gembre. Votet 'neus 'vit ma chomehe Rouantelezh-Unaned 'ba Europa. Gant Erwan Blanchard.