Monet enep ar c'hlichedoù a-ziàr Breizh.
Setu raktres div vreizhadez a Naoned é studiñ e Pariz. Gaelle hag a zo en ur skol gazetenniñ ha Keridwen, hag a zo Science Po deus lakaet en o soñj gober un dro Vreizh da c'houiet mand eo gwir pezh a vez lâret a-ziàr Breizh hag ar Vretoned. Pe vehe a-ziàr an amzer, ar boued, an evaj pe ar brezhoneg. Ur blog àr ar rouedad o deus savet, Breizhwirion anezhoñ lec'h ma lakaont o fennadoù en linenn. Hiziv e oa ar merc'hed yaouank e Gwened, gouiamp pelloc'h get Keridwen.