en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

A-benn fin ar miz e vo studiet al lezenn war an ingalded hag ar geodedelezh gant an deputeed

A-benn fin ar miz e vo studiet al lezenn war an ingalded hag ar geodedelezh gant an deputeed

Ar lezenn àr an ingalded hag ar geodedelezh a zo da vout studiet 'benn fin ar miz get an deputeed. E-raok ma vo studiet er vodadenn vroadel en doa goulennet ar gouarnamant get an dud laret o soñj ha gober kinnigoù da-genver ar pennadoù oa bet rakskrivet. Tennet o deus izili ar gevredad Kevre Breizh gounid ag an digarez-mañ evit kinnig mennadoù da gemer e kont ar yezhoù rannvro er lezenn : er lodenn a-ziàr ar stummadurioù micherel hag er lodenn enep ar gwallziforc'hioù. Gouiamp pelloc'h get Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio