Ur vanifestadeg enep d'an difenn da vanifestiñ e Gwengamp dimerc'her
Dimerc'her d'abardaez noz 'oa manifestet e Gwengamp, 'enep. d'an difenn da vanifestiñ end-eeun!
Disul beure 'oa en em gavet an archerien en un ti didu e kreiz Breizh, da reiñ da c'hoût d'ur paotr 'oa difennet diontañ mont da vanifestiñ dimeurzh. Un diviz melestradurel, diazezet war ar fed 'oa bet kondaonet an den e 2014 da-geñver ur vanifestadeg en Naoned 'enep d'ar raktres aerborzh e Kernitron al Lann.
Tost da gant a dud 'oa bet dirak an isprefeti ha war ruioù Gwengamp dimerc'her, diwar galv Sindikad Labourerien Breizh, CGT, FSU, Solidaires, Breizh o Stourm, NPA.
Selaouomp displegadennoù manifesterien zo, Dero Huellou, ha Yohann Kolaz. Gant TK.