en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"A la nantaise", kevredigezh da souten FC An Naoned

"A la nantaise", kevredigezh da souten FC An Naoned

"A la nantaise" setu ur gevredigezh diazezet war ar spered "kevrena poblek " (actionnariat populaire). Diwar skouer Norwich City 'ba Bro-Saoz 'mañ hec'h izili o klask saveteiñ ene klub melldroad FC An Naoned. Ur c'hlub bet prenet pemp bloaz 'zo gant un embreger anvet Waldemar Kita. Hag abaoe n'a ket mat an traoù tamm ebet gant FC Naoned 'blam d'ar mod eo meret. Ouzhpenn-se eo diskennet e lig 2 zo kaeroc'h! Abaoe digwener eo soutenet "A la nantaise" ez-ofisiel gant kêr Naoned. O fal eo dont a-benn, ur wezh bennak, da vont e-barzh kuzul-merañ ar c'hleub ha sikour ul lodennour nevez. Daou vil den 'zo ezel eus "A la nantaise", daou embregerezh warn-ugent, c'hoarierien gozh 'vez o souten ar gevredigezh. Selaouomp displegadennoù Florian Le Teuff, prezidant ar gevredigezh. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio