kan ar bobl Pondi
Navvet Kan ar bobl ha tregont: an disoc'hoù.
Evel bep bloaz oa dalc'het tro diwezhañ ar c'honkour e Pondi. nav rummad oa en holl. Seizh kant a sonerien hag a ganerien 'oa n'em vodet war daou devezh. Dibabet oant bet barzh unan deus an triwec'h tolpad bro oa bet e Breizh a-bezh ha pelloc'h, zo kaeroc'h, evel e Pariz. Selaouomp Kristian Rivoalen, prezidant Kan ar Bobl. Ha darn deus ar re bet tapet ur priz gante evel Sterenn ar Mouel er rummad kan a-boz, Meriadeg Lorho-Pasco evit an ar c'houpladoù, ha Yannick Dabo gant e gomper Gilles Lehart er rummad kan da zañsal. Douzh mikro Yaëlle ar Mouel.