Ur geriadenn Alternatiba oa a-hed an dibenn-sihun en Alre.
Savet eo an darvoud get ur c'holketif e bro an Alre. Ar pal eo diskweiñ penaos e c'heller beviñ mod all, en ur zoujiñ doc'h an en-dro. En ur glask produiñ an nebeutañ a lostajoù dre skwer, pe é chom hep debriñ kig, ha c'hoazh. Disadorn e oa ur geriadenn e kreiz-kêr an Alre get standoù a-bep seurt ha meur a brezegenn. Kristel ha Kevin a oa daet da brezeg a-ziàr o skiant prenet goude bout bet ganet o mab Kalon er gêr. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.