en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Da heul ar repuidi e Bro-C'hres

Da heul ar repuidi e Bro-C'hres

Filmañ ar repuidi e Bro-C'hres! Bet eo Mikael Baudu 'ba Atens, ar sizhun mañ, evit kenderc'hel sevel ur film diwar-benn tud eus Kurdistan 'zo aet eus o bro 'vit klask repu 'ba Europa. Unan eus an dud 'noa kejet gantañ ha filmet 'noa kuitaet ar gêriadenn lec'h 'ma 'oa o chom 'oa tapet gant Daesh. Prizoniad oa bet graet hag achapet da dTurkia. Eno 'noa kejet Mikael Baudu anezhañ ur bloaz 'zo. Hag abaoe en deus divizet kazetenner Gwengolo Filmoù heuliañ 'nañ 'vit goar peseurt mod 'ra evit en em gavout e Bro-Alamagn 'pezh eo deuet a-benn d'ober, 'benn fin ar gont. Met n'eo ket an holl repuidi c'hall ober kement all. Stanket 'zo bern anezho 'ba Gres dreistholl abaoe ma eo bet serret o harzhoù gant meur a vro e kreiz Europa. Selaouomp Mikael Baudu enrollet 'pa 'oa 'ba Atens c'hoazh. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio