Penoas ober eus ar vrezhonegerien e galleg : "brittophone" pe "bretonnant" ?
Ar politikerezh evit ar yezhoù rannvro e Breizh 'zo bet votet dec'h gant ar c'huzul rannvro. An diviz tro dro an teuliad kinniget gant an eil-brezitantez Lena Louarn 'zo bet pinvidik. Votet eo bet ar politikerezh gant an dilennidi eus an tu kleiz met n'eo ket bet mouezhet gant an tu dezhoù. Deus an tu kleiz 'zo bet lañset un tabut gant Gérard Lahellec diwar benn an doare da gomz eus ar vrezhonegerien e galleg. « Brittophones » 'vez graet deus outo gant Ofis ar brezhoneg, Lena Louarn ha muioc'h mui a dud. Padal 'oant bet anvet 'pad pell « les bretonnants ». Araouezus eo ar gêrioù eus daoreoù disheñvel da wel dazont ar brezhoneg, hervez Gérard Lahellec a zifenn ur yezh poblek, gwriziek, livet e-keñver ur yezh reolennet betek re evitañ.
Petra o deus soñjet an dilennidi brezhonegerien eus an tabut-se. Selaouit da gentañ respont Jean-Claude Lessard ha goude hini Naig Gars.