Ar stad a ray àr-dro ar repuidi er c'hamp La Linière e Grande Synthe.
Ur c'hamp savet e miz Chwevrer paset diàr youl an aotrou maer Damien Careme ha pa oa bet dismantret junglenn Calais. Meret ha savet e oa bet get MSF hag ar gevredigezh Utopia 56 staliet en Oriant. Bremañ pa n'eus Bernard Cazeneuve, ministr an diabarzh embannet e vo ar stad a ray àr-dro d'ar c'hamp e vo ret da izili Utopia56 dilezel ar labour pemdeziek eno mes ne yaint ket kuit ur sort. Hiziv e choma gozik eizh kant repuad é chom eno ha pa oa 1400 deus ket pell 'zo c'hoazh.
Bet eo Merwyn Sauerbrey é labourat du-se e-pad 4 devezh get Utopia56. Displeg a ra deomp pelloc'h doc'h mikro Andrea ar Gal a RBG.