"Le Ker" : Ur mirdi mod-nevez.
Deus ket pell 'zo oa bet igauret ar mirdi anvet « Le Ker » e Gwened. Staliet eo en tu doc'h ar chreizteiz a ger Gwened e-tal ar pleg-mor. E penn ketañ miz Mae o doa gellet digoriñ, daou viziad e-raok an deiz ma o bet sonjet e penn ketañ. Ar raktres-mañ a zo bet kaset da benn get Hervé Paquet ha lakaet neus embregerezhoù ar vro da labourat da sevel ar mirdi-mañ. Ennoñ vo desket ur lodenn a istoer Vreizh da vare ar Venediz. Gouiamp pelloc'h get Thomas ha Titouan, daou zen yaouank implijet er mirdi da-genver o stummadur bts touristelezh.