C'hoariva 'zo da gaout evit brezhonegerien skolaj Brizeux e Kemper
Ar mintin-mañ e oa c'hoariva da gaout evit brezhonegerien skolaj Brizeux a Gemper. Strollad c'hoariva La Obra he deus kinniget he fezh-c'hoari nevez, « Chiloe », ha klasadoù 4re ha 3de klas ar strollad o deus kinniget inti ivez o fezhioù. Meur a wech e-pad ar bloavezh-skol eo bet Céline Soun deus Strollad La Obra da reiñ un tañva d'ar c'hoariva d'ar skolajidi. Teknikoù, sketchoù, poelladennoù. Ha displeget 'oa an disoc'h hiziv dirak ur sal leun a skolidi all. Katell Uguen a zo bet d'o heul. Klevet 'vo ar c'hlasad 4re klas en hentad divyezhek, ha Lenaig Monnier, ar gelennerez.