Un atant gant 800 buoc'h 'ban Irvilhag!!!
Ur sistem o vont da get eo sistem al labour-douar a-vremañ. 'Ban Irvilhag chouk Landerne 'zo anv sevel un ti-feurm gant tost 800 buoc'h da broduiñ laezh: disoc'h un eured etre daou atant. 2400 deverzh arat 'vo an atant mañ war meur a c'humunn 'ban departamant. Dec'h 'oa izili eus ar sindikad "Confederation paysanne" 'ba Kemper 'vit lakaat ar gaoz war ar raktres gant an DDTM (Renerez departamant an tiriadoù hag ar mor) 'vit lavarout n'emaint ket a-du gant seurt tiez feurm. 'vefe brasoc'h 'vit "la ferme des 1000 vaches" 'ba hanter noz Frañs. Ar wech kenta 'vefe ur seurt atant amañ 'ba Breozh. Selaouomp Yvon Cras 'zo dilennet 'ba Kambr al labour-douar 'ba Penn-ar-Bed e anv ar C'honf. Ur sistem o vont da get eo sistem al labour-douar a-vremañ. Gant Erwan Blanchard.