Sevel a ra an SNCF klemm 'enep da Ai'ta
Savet eo bet klemm gant an SNCF enep Ai'ta.
Div oberenn oa bet kaset da benn e dibenn 2015 gant ar c'holektif hag a c'houlenn muioc'h a vrezhoneg el lec'hioù foran. Unan e Plouared hag an eil e Kemperle ma oa bet divontet pannelloù nevez staliet ha kaset en-dro da Roazhon da sez rannvroel an SNCF. Hervez ar c'holektif ne vez ket doujet ouzh an emglev sinet gant ar rannvro hag ar stad e miz Here paseet. 'benn disadorn e vo klevet unan deus ar stourmerien gant poliserien Teiz-Noaloù. Pelloc'h gant Divi, un ezel deus Ai'ta. Emañ ouzh mikro Yaelle ar Mouel.
'benn disadorn e vo un dolpadenn souten dirak ar c'homiserdi e Teiz adalek 10e45.