Serret 'vo "la librairie de la cité" 'ba Landerne
'Benn fin ar sizhun dremenet 'vo serret gant Bernard Gentil La librairie de la Cité. Stal levrioù koshañ Landerne eo "La Librairie de la cité". 'Pad muioc'h evi daouzek vloaz 'neus gwerzhet levrioù met kuzuliet ar pratikoù ivez. Mont 'ra kuit Bernard Gentil eus e stal met laouen memestra gant ar vuhez 'neus bet 'ba e stal. Re start 'oa deuet da vout derc'hel. Selaouomp 'nañ o tisplegañ deomp 'vit goût 'pezh 'neus lakaet 'nañ da baouez.