"Kino Kabaret" gant Kanal Ti Zefs.
Gant Kanal Ti Zefs 'oa kinniget ar gouel "Petra eo ar sinema mañ" 'ba Loperc'hed. Un digarez 'vit ar gevredigezh 'zo staliet 'ba Brest diskouezh filmoù d'an arvesterien met ivez krouiñ ha seveniñ ur film gant an atalier anvet "Kino Kabaret". Disadorn 'oa ur strollad a stajidi o vont hag o tont 'ba kumunn Loperc'hed 'vit sevel un istor 'vo da welout war lec'hienn internet "Kanal Ti Zefs "'benn nebeut. Stephane Ac'h, eus Kanal Ti Zefs" a displeg deomp pezh 'oa o klask ar berzhidi en ur gemer perzh 'ba "Kino Kabarets".
Gant Erwan Blanchard.