Euskariz e skolaj Diwan Plijidi
Abaoe diriaou zo ur strollad Euskariz e skolaj Diwan Plijidi, o tont deus ur skolaj ikastolak e Donostia, en Euskadi ar c'hreisteiz. Digarez dezhe da dizoloiñ ar vro, ha da deskiñ un tamm pelloc'h war ar yezh, evel a lâr Miden deomp, ha hi kelennerez euskarat. 'Mañ deus mikro Tudual Karluer. Ha d'he heul vo klevet Gireg Konan, kelenner e skolaj Plijidi, a ra war-dro d'an eskemm etre an div vro.