Cécile Duflot er Gelveneg evit lakaat ar gaoz war ar peskerezh
Ar gannadez deus ar re c'hlaz Cécile Duflot a oa e Bro Gerne dec'h da noz hag ar mintin-mañ. Ministrezh gozh al lojeiz a zo deuet da gas ur brezegenn dec'h da noz e Kemper war demoù an ekologiezh, ar bolitikerezh hag a labour a gannadez. Ar mintin-mañ e oa Cécile Duflot er Gelveneg da lakaat ar gaoz war ar peskerezh. Goude bezañ en em gavet gant pesketourien ar vro vigoudenn ha gweladennet ur vag he deus ar gannadez kontet hiroc'h d'ar gazetennerien. Selaouomp neuze.