Levroù Ronan Larvor ha Yann Bijer priziet er Bonoù.
Evit an deirvet gwezh eo bet roet ar prizioù lennegel-mañ, kensavet get Kerlenn Sten kidna ha ti-kêr ar Bonoù. Ar priz Bernard Moitessier vez roet d'ur levr e galleg liammet get ar voyaj, gwir pe faos. Ar blez-mañ emañ aet d'ar skrivagner Ronan Larvor evit ar levr « Bretons des Kerguelen ». Hag ar priz Sten Kidna, a brizia ur levr faltazi e brezhoneg, a zo waet da Yann Bijer evit e romant istorel « Torreben ». Un istoer lakaet ba en-dro emsavadeg ar bonedoù-ruz. Selaouamp doh Yann Bijer, oa laouen disadorn é tegemer ar priz.