en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gwerzhan lodennoù deus ar c'hoadeier da vont enep da raktres Variscan Mines 'benn disul e Benac'h

Gwerzhan lodennoù deus ar c'hoadeier da vont enep da raktres Variscan Mines 'benn disul e Benac'h

'Mañ ar stal Variscan mines o klask metaloù ral a bep tu e Breizh, gant ar soñj embannet gante da werzhañ danvez o enklaskoù da embregerezhioù all a dafe da doullañ. Er Morbihan 'vez, war-dro da Silieg, pe en Aodoù An Arvor war-dro da Verleac deus un tu, ma 'vo krog da doullañ a-barzh pell, ha Lokenvel e bro Dreger deus an tu all. Evit gellet klask eo ret d'ar stal variscan mont war dachennoù privez, pezh zo nac'het gant kalz a dud. Met en tu-hont da se zo tachennoù e domani ar Stad, evel ar c'hoadeier. Gant ar gevredigezh Douar Didoull, savet 'enep d'ar raktres war dachenn PERM Lokenvel, zo soñjet lakaat lodennoù e gwerzh, en ur mod arouezius, kement ha difenn anê. D'ar Sul 22 a viz Mae 'vo graet e kastell Koad an noz e Benac'h. Pelloc'h gant Goulven ar Gag, deus ar stroll Douar Didoull. Gant TK.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio