Un diviz politikel diwar-benn an "Emglev sitoian"
Un "Emglev sitoian" 'zo bet savet gant kevredigezhioù ha sindikadoù a zifenn ar gwirioù sokial ha frankiz an dud. Klask a reont bezañ klevet gant pennoù-bras ar vro er mare-mañ 'zo hini an dilennadegoù. Dimerc'her noz 'ba Kemper 'vo aozet un diviz publik gant "Lig ar gwirioù mab-den" a zo ezel an emglev-se. E kenlabour gant ar gazetenn "Le Télégramme".
Tangi Louarn 'n eus displeget da Anne Gouerou petra eo ar "Pacte" sitoian.