en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Rosalie Blum

Rosalie Blum

SIN-160422-ROSALIE BLUM.docx ROSALIE BLUM Ur film sevenet gant : Julien Rappeneau (2016). Gant : Noémie Lvovsky, Kyan Khojandi, Anémone, Alice Izaaz (1e35). Setu ur bravig a film, savet diwar bandennoù-treset Camille Jourdy, ha choazet mat ar gomedianed ennañ. Ur ficher-blew en ur gêr vihan eo Vincent Machot. Trankil-braz eo e vuhez, etre e labour hag e vamm he deus plantet he c'hrabanoù warnañ heb ma tiskouez an dra-se henn direnkañ kement-se. Edan adkavoud e vestrez ema, nen deus ket he gwelet a-c'houde c'hwec'h miz. Goap a ra e c'henderw anezhañ, pa sant-eñv n'eus aze nemed ur froudenn doull. Mez setu ma en em gav Vincent un deiz e ispiseri Rosalie Blum. Sur eo boud he gwelet en un tu bennag. E-menn ? Pegoulz ? N'eo ket evid gouied. Dedennet gant ar vaouez, eñv en em laka d'he heuliañ a-guzh. Mez n'eo ket gwall ampart evid ur sort micher ha remerket he deus Rosalie e c'hoari. Evid gouied hirroc'h d'he zro e c'houlenn honnañ gant Aude, un nizez dezhi, henn heulïañ ive. Aude, dre forzh tostaad douzh an den, a za he c'halon da voud trubuilhet gantañ. Setu aze sinopsiz ar film. Un taol-mestr eo a-berzh Julien Rappeneau, mab e dad Jean-Paul Rappeneau, ur mestr-sevener ive. Ur film "brochennet" mat, ag ar penn kentañ d'ar penn diwezhañ. Ur penn diwezhañ sourprenuz a-grenn hag a zegas splannder war ar film a-bezh. Daw e vehe kanmeuliñ ar frammer, Sten Collet, evid e labour resiz hon kas beteg ar fin gant ur blijadur fresk ataw. Gouarnet mat eo ar mister, pe ar misterioù, rag meur a unan zo. Ha kaset-degaset e vez an arvesterion gant ar prantadoù, heb boud hegaset tamm ebed evel ma c'hellont boud gwezhave gant sort modoù-ober. Ema peb aktor en ur rol temzet mat. Anémone, ur vamm hag a voug he faotr heb boud chalet tamm ebed gant ar pezh a c'houlenn gantañ diehan. Kyan Khojandi, evel Vincent, mab e vamm, na wel ket eh a honnezh re bell gantañ. Noémie Lvovsky, hag a ziskouez boud ur vaouez trist mez laouen ive, dalc'het gant ur sekred re bonner eviti. Alice Izaaz evel Aude, ur verc'h a-vremañ, prest da labourad pa ne garehe ket, ha beteg re, tommder he gwele da vitin. An oll a ziskouez boud prest da grogiñ en o buhezioù da vad, pe da adkrogiñ marse. Petra a vank ? Petra 'ra diouver dezhe ? Ar chañs ? Hardizhted a-walc'h evid lakaad ar broñsoù da darzhañ e nevez-hañv o avañturioù er bed ? Fent ha mousfent a gaver, daoust da Rosalie boud diaez gant he sekred. Mez ur bourd eo gweled mamm Vincent gant he fesonoù rust e-keñver he mab, hag ur bourd ive gweled penaoz e pleg hennañ d'he c'hoantoù diktatorez. Aude hag he c'hamaradezed, plac'hed a-vremañ na n'emaint, a ziskouez boud sur anezhe daoust m'ema berr o skiant-prenet. Kavet em eus e oa ur film savet mat, gwir sinema. Ur sort film polis daoust ma n'eo ket unan, gant ur suspens dalc'het hed-ha-hed an euriad hanter ma pad. Pa vehe dielfennet fesonoù-ober Julien Rappeneau e kaveher sur a-walc'h troioù kavet liez er sinema, evel heni an douraer douraet, pandeogwir e welomp Vincent, hag a heuli Rosalie, boud heuliet d'e dro gant Aude. N'ankouaomp ket ive ar c'homedian manket, Philippe Rebbot, hag a loj e ranndi Aude. Hennezh a za, da beb an amzer, da dorriñ lusk an istoer gant e froudennoù dic'hortoz. Toud emaint tud ordinel, buhezioù dister gante kentoc'h, mez eüruz memestra rag digor o daoulagad war ar pezh a gennig ar vuhez dezhe. Ha stagañ a raomp doute, rag tud didro int oll. Ha gant ur sell tener en deus sellet ar sevener doute ive. Evid ur film kentañ e c'hellomp saludiñ an taol kàer. Jean-Claude Le Ruyet.20160422b.(167E).
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio