Brenniliz : derc'hel soñj a walldaol Tchenobyl.
Disadorn 'oa aozet un devezh 'ba Brenniliz 'vit derc'hel koun eus ar galldarvoud 'oa bet 'ba Tchernobyl 30 vloaz 'zo. Tarzhet 'oa ar greizenn nukleel. War lerc'h 'oa bet ur bern efedoù spontus, 'giz kleñvedoù, war buhez an dud 'zo o chom 'ba Ukrainia, Bielorussia ha Russia. 'Ba Brenniliz lec'h 'zo ur greizenn nukleel 'oa bodet an izili eus "Mont maez eus an nukleel" 'vit goulenn gant ar gouarnamant paouez gant ar politikerezh da diorren an nukleel. Met da gentañ selaouomp Michel Marzin, 'zo eel eus "Mont maez eus an nukleel". Tregont vloaz 'zo e laboure 'bar greizenn nukleel 'zo 'ba Brenniliz. Gant Erwan Blanchard.