en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lañset eo Kampionad Europa Gouren ha Back-hold e Brest

Lañset eo Kampionad Europa Gouren ha Back-hold e Brest

Hudu 'oa devezh kentañ Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold. Eus beure 'oa merc'hed yaouank war ar pallen o c'houren 'vit klask gounit o flas evit an hanter droioù diwezhañ 'vo 'benn digwener. Roxane Chausson, 'zo ezelez eus skipailh Breizh merc'hed yaouank, 'oa kroget mat gant ar c'hampionad mañ. Trec'h 'oa bet war ur plac'h eus Leon (Bro Spagn). Selaouomp 'nezhi war lerc'h ar c'hrogad ouzh mikro Erwan Blanchard. 'Benn arc'hoazh 'vo gwelet Roxane o c'houren en-dro 'ba sal an Arena. Krogad 'vo a-hed an devezh etre 9e30 ha 7e noz. Fenoz, adalek 8e30, 'vo dalc'het an nozvezh keltiek aozet da geñver Kampionad Europa Gouren. 'Ba sal Mac Orlan 'vo gwelet Klariss Lavanant, Kelc'h keltiek Speied, Skelig, Bagad an Aberioù pe c'hoazh Yoann an Nedeleg.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio