Ur greizenn gouestlet d'an arzoù-plastik en Enez Tudi
En « Atalier » en Enez Tudi e c'heller dizoloiñ bed an arzoù-pastik dindan kement stumm a zo. « Kreizenn divorfilañ d'an arzoù plastek e bro Gerne » a zegemer skolioù, bugale war o vakañsoù ha tud deuet ivez, a-hed ar bloaz. A-bep-tu d'ar greizenn emañ ar mor, peadra da zigeriñ e spered war an tro-war-droioù ha da grouiñ en ur mod difetiz. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Ronan Hervé, perzh er skipailh pedagogel. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.