en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un jet-ski e Porz Karn gant an SNSM

Un jet-ski e Porz Karn gant an SNSM

Dizale emañ an SNSM o vont da staliañ ur sav-lec'h padus e Porz Karn en Dorchenn, er vro Vigoudenn. An is-stasion-se a vo meret gant hini Sant Wennole, 'lec'h m'emañ dija ar vag savetaj « Prince d'Eckmülh ». Re bell eo d'ar c'hanod mont betek an Dorchenn pa vez ezhomm ha niverusoc'h-niverusañ an dud o vont eno, da surfiñ pe da bourmen. Gant se 'vo staliet un jet-ski akipet a-zoare met ur sapre koust a 'zo benn ac'hantaouiñ an dafar. Deomp da c'houzout hiroc'h gant akipaj « Prince d'Eckmülh », ar c'hanod savetaj a Sant Wennole. Betek-henn eo sikouret an SNSM gant kevredigezhioù ha stalioù deus Penmarc'h ha tro-war-dro, met 'benn ac'hantaouiñ an jet-ski 'zo tu reiñ un gwenneg dre al lec'hienn : leetchi.com Gouel 'vo ivez gant an SNSM e kreiz miz Eost. An holl ditouroù 'zo da gavout war o bajenn Facebook.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio