Lizher 53 : Teir kartenn «Correspondance Militaire»; skrivet d'ar 27.11, 28.11 ha 01.12..1915
Lec'h : Doc'h an dostenn 180 evit an div gentañ ; Courtemont evit an hini diwezhañ...
///"Yac'h on, ma Vedig... Resevet em eus ho lizher a gomzech din ag ar levrioù ... Skorniñ a ra a fors hag erc'h a ra un tammig bemnoz... Ken ne skorne ar mintin-mañ ar liv doc'h beg ma fluenn ! Ar bara a oa skornet, an dour er sailh a oa sklaset... Arc'hoazh eh aomp da Verr-Mañné en-dro; ne faot ket bout souezhet enta ma ne resevit ket doere ac'hanin arc'hoazh nag an deiz ar-lerc'h... Hor bez 2 lev hanter seul gwezh dober e minotennoù ha sammet, hag e reomp an dra-se dan noz ... Loisirs manquent pour troh-papér... Skuizh-brein on. Ur re loeroù am eus toullet rac'h éc'h ober an hent e fank blot ha don."///
Ar «Breton usuel» hag al levrioù da werzhiñ ; ifern ar fank ; ar vizer hag ar c'hleñved ; moned-doned etre al liennoù ha Courtémont : «La relève».