Ur redadeg kengred evit talañ ouzh ar macrocéphalie malformations capillaires
'benn disul e vo aozet ur redadeg kengred e Douarnenez evit souten ar vugale tapet gant ar c'hleñved ral « M-CM », ar macrocéphalie malformations capillaires. Myla, ur penn-sardin oadet a 3 bloaz a zo tapet gant ar c'hleñved-mañ, setu m'eo pedet an holl da zont da vale pe da redek 'benn dastum arc'hant 'vit an enklask. Maelan Joubin a zo ezel deus ar gevredigezh sikour. Hiroc'h gantañ ouzh mikro Katell Uguen.
Evit sikour an enklask 'zo emgav disul war ar Porzh Ru e Douarnenez. Loc'hañ 'raio ar redadeg da 3e d'abardaez, tu 'zo redek pe bale. 10 Euro evit kemer-perzh.