Skolajidi Diwan Gwened a vo àr ar leurenn.
'benn diriaou-mañ-za e vo kinniget un nozwezh sonerezh gete e aoditorium Karmes. Daet eo ar soñj sevel an noziad-mañ ba penn div skolajiadez, Nanon hag Aziliz, er pevarvet klas anezhe. Kement-mañ da ziskweiñ eh eus ur bochad skolajidi duac'h a-fed sonerezh ha begon gete. Goude un abadenn gasting o deus chwajet meur a strollad evit monet àr ar leurenn. Selaouamp hiroc'h neuze doc'h Nanon hag Aziliz, o-div é penn an traoù.
'benn ar yaou 24 a viz meurzh e vo an noziad neuze adal 8eur da noz e aoditorium des Carmes e Gwened.