en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Spotlight

Spotlight

SIN-160318-SPOTLIGHT.docx SPOTLIGHT Ur film sevenet gant : Tom McCarthy (2016). Gant : Mark Ruffalo, Rachel McAdams (2e08). Anavoud a raomp oll bremañ skandal ar veleion o deus drougc'hraet gant ar vugale a oa dindan o "gouarnasion", evel ma lâre ar c'hantik brudet. N'eo ket ur scoop enta. Diskoueziñ a ra strivoù kazetennerion ar Boston Globe evid lakaad ar wirionez war-wel. Ha terrubl eo memestra. Hervez lod e vehe tost d'an hanter ag ar veleion a dorrehe o gouestl a werc'hted, hag en o mesk, ar pezh a zo grevuz, 6% gant bugale. Derc'hel a ra an Iliz katolik douzh ar bennreolenn-mañ : rankoud a ra ar veleion chomel dizimez. E-kontrel diouzh ar bastored protestant hag a c'hell sevel ur familh. Evid lod ag ar veleion ema ur choaz just marse, a c'hellint chomel feal dezhañ o buhez pad. Evid ur lod arall e c'hell ar le sanet p'o doa 25 pe 30 vloaz boud ur garg dibosubl da zougen ataw. Un amzer zo bet e veze kuzhet korfoù ar merc'hed hañv-gouiañv. Hiziw-an-deiz ne vevomp ket er memez kevredigezh. E peb lec'h e vez gwelet korfoù noazh pe noashoc'h ha diaez evel-just chomel diseblant douzh o gweled, nemed hag e vehe peb unan ur sant diseblant a-grenn douzh aferioù ar bed-mañ. Ha c'hoazh, an Tad Serj zokén a bleg, hervez Tolstoi. Rag netra d'ober, enkorfet omp amañ-bremañ, ha red eo dimp ober gant ar bed evel m'ema, zokén pa garehemp kemm ar bed-se pe pa labouromp evid henn lakaad da chañch. Ha krediñ a rit marse eh on é lâred deoc'h aze e rankehemp kuzhad ar c'horfoù evel e broioù zo ? Tamm ebed. Perag kuzhad ar vraventez ? Perag kuzhad ar pezh a zo bet graet (gant Doue evid lod, pe gant an Natur d'an nebeutañ) ? Ur reolenn zo, hag a dalvez evid an dud, hiziw evel gwezhall, hag a dalvezo c'hoazh moarhad : braw eo an droed mez ar fed zo mestr. Perag, a-wael, n'hell ket an Iliz leuskel he beleion da zimeziñ mard eo o c'hoant ? En em c'houlenn a ra an den perag e chom stag douzh ur reolenn ken diaez da heuliañ, hag a laka tud d'ober traoù eneb d'o soñjoù kentañ, ha tud arall, bugale, d'ober anaoudegezh gant ar sekselezh er mod divalavañ. Un afer a skiant vad e vehe, na zegasehe ket koll nebtu kredabl... Ar pezh a zo da dennañ ag ar film, da'm soñj, a c'hell boud ouzhpenn ar strivoù a ra an ensavadurioù evid gwarantiñ ar re a zo e-barzh. E-lec'h lakaad ar re gabluz er-maez e vez chañchet lec'h dezhe, pe kavet tier diamen lec'h ma c'hellint boud ankouaet gant an dud. Kentañ refleks a za d'an den zo mougañ an afer mod pe vod, chom heb komz anezhi, ankouaad. Priz Nobel 2015 ar lizheradur a oa bet deroet da Svetlana Aleksievitch evid hec'h oberenn ag ar re gàerrañ : "Achuamant an den ruz"/"La fin de l'homme rouge". Daw eo soñjal e oa bet gwarantet ive ar re o doa kemeret perzh e prantadoù kriz-kenañ an Unvaniezh Sovietel. Milionoù a dud lazhet ha bourevion didamall : n'eo ket bet klasket gouied piw a oa e penn an darvoudoù-se. N'eo ket rekiz moned re bell. Kuzhet pe disterraet e vez dañjerioù ar c'hreizennoù nukleel, er Japon hag er Frañs ive, hag e peb bro moarvad. E broioù arall, evel e heni Mandela, e Afrika ar C'hreizteiz, e oa bet lakaet an dud da gomz ha pardon a oa bet goulennet ha roet goude an Apartheid. Gwir bardon ? Diaez da ouied. Mez klasket e oa bet, d'an nebeutañ, merkañ an treuzkas etre e-raog ha goude. Ar pezh a zo diaez d'an Iliz, ha setu perag e klask kuzhañ an traoù : gant an emzalc'hoù-se ne ro ket skwer ar santelezh, pa c'houlenn gant an dud kerzhed war an hent-se. Nobody is perfect, aze ema an dalc'h... Jean-Claude Le Ruyet. 20160318c.162E.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio