Kenavo d'an tad Michel Jaouen.
Hudu 'oa dalc'het obidoù an tad Jaouen 'ba Pariz. Dilun eo aet d'ar bed arall d'an oad a 95 bloaz. Brudet eo Michel Jaouen 'vit bout kaset war vor tud yaouank 'oa en em gavet 'maez eus ar gevredigezh. Ur 15 000 den yaouank 'neus lakaet da vageal e-bourzh "le Bel espoir" pe c'hoazh ar vag anvet "Rara Avis". Evit kas al labour mañ da benn 'noa savet ur gevredigezh anvet "Aumonerie de la Jeunesse délinquante" 'oa cheñchet hec'h anv 'vit bout "Amis du Jeudi-Dimanche". Stag eus Breizh 'oa Michel Jaouen, 'oa ganet war enez Eusa, se 'zo kaoz 'oa e vagoù hag ul lodenn eus ar gevredigezh staliet 'ban Aber Arc'h 'ba Bro-Leon. Mona Nuria Rossignol 'zo o chom 'ba Martinik 'noa graet anaoudegezh gant an tad Jaouen ur pempzek vloaz bennak 'zo 'noa bet tro da vageal meur a wech gantañ war mor Caraibes. Kontañ 'ra deomp peseurt mod 'oa an den. Gant Erwan Blanchard.