en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lakaat buhez ar besketerien àr-wel.

Lakaat buhez ar besketerien àr-wel.

Setu pal ar festival filmoù "Pesketerien ar Bed" savet e kornad an Oriant. Ar blez-mañ e vo bannet tro dro 50 film a-denn da vicher ar beskerezh dre ar bed a-bezh. hag evit ar wezh ketañ e vo skoazellet ar festival get an FAO, aozadur ag an ONU evit pezh a-sell douzh ar boued hag ar labour douar. 12 film a zo bet chwajet neuze evit bout perzh er c'honkour, teulfilmoù pe filmoù faltazi anezhe. A-benn dilun e vo roet lañs en ofisiel d'ar festival hag e pado betag an 20 a viz Meurzh. An digarez e vo an 8vet festival-mañ da reiñ inour da René Vautier ha da lakaat ar gaoz àr ar pesked hag ar c'halite anezhañ e-korv un nozwezh kenaozet get Ti ar Mor hag ar skol-veur. Gouiamp pelloc'h get Alain Le Sann, prezidant ar festival douzh mikro Yaelle ar Mouel. Alain Le Sann. An daol-grenn diàr-benn kalite ar pesked a vo 'benn ar Merc'her 16 a viz Meurzh da 5eur e skol-veur an Oriant, hag an inour da René Vautier vo graet 'benn ar Gwener 18 e Lise Dupuy de Lome en Oriant.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio