Asurañs an dilabour : krog eo an divizoù etre ar batroned hag ar sindikadoù
Un toull a 4 miliard a euroioù a vez bep bloaz bremañ gant an asurañs dilabour. War ar memes tro e chom uhel-mat an niver a dud dilabour, en o zouez, kalzig a dud tost ouzh oad al leve. Dibaoe dilun emañ neuze ar batroned hag ar sindikadoù o klask un diskoulm evit an UNEDIC. Penaos ober ? Digreskiñ gwirioù an dud dilabour pe bontañ war an embregerezhioù ? Muioc'h a zisplegadennoù gant André Gars, deus ar sindikad CFDT.