Dav 'vo da 70 perc'henn tachennoù war bord an aod e Plougerne tennañ o c'haravanennoù
Kaset 'zo bet, nevez 'zo, gant kêr bPlougerne ul lizher da 70 perc'henn tachennoù 'zo war bord an aod 'ba Plougerne da c'houlenn ganto tennañ kuit ar c'haravennoù eus an tachennoù 'zo tostoc'h 'vit 100 metrad eus ar mor. Lakaet eo al lezenn war an arvor 'zo votet 30 vloaz 'zo da dalvezout. Evel just n'eo ket laouen an dud rankfont dilezel o zachenn vakañsoù. Muooc'h a displegadennoù gant maer Plougerne, Yannig Robin. Gant Erwan Blanchard.