en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keribio 'ba Plabenneg: evit produiñ ha gwerzhañ boued mod all

Keribio 'ba Plabenneg: evit produiñ ha gwerzhañ boued mod all

Gwerzhañ boued war eeun eo 'pezh 'vo graet adalek disadorn gant 14 peizant eus Penn-ar-Bed. A bep seurt 'vo da gavout 'ba Kerabio 'zo staliet 'ba Kerallio 'ba Plabenneg: kaotigell, legumaj, bier, mel, frouezh, kig ha kement 'zo. Un dibab eo eus perzh peizanted eus Plabenneg a labour mod bio sevel o jeu hag ur gevredigezh evit merañ ar stal 'zo anvet "Du bio à Plab". Ouzhpenn peizanted 'zo 'bar gevredigezh mañ evit skoazell al labourerien-douar. Mael Tepot 'zo en o zouez, mab unan eus ar broduerien hag a werzho legumaj 'bar stal nevez. Ur sistem emren, pell eus ar gourmarc'hadoù, eo Kerabio da gentañ. Met respont 'ra d'ur goulenn 'ba bro Plabenneg: kaout ur stal bio tost. Selaouomp Mael Tepot ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio